Degemer
Skol-Uhel Ar Vro
Ar Burev eskemm Etrekeltiek
Ar c'hevrennoù
Urzh an Erminig
Embannadennoù
Diskouezadegoù
Liammoù
Skrivit deomp !

Kreizenn ditouriñ/teuliaoueg Skol-Uhel Ar Vro

 
Stad ar pezh a zo bet graet hag ar pezh a chom d’ober

 

Goude ul labour pizh a zaou bloavezh ez eus bet graet war dro tost holl levrioù ar greizenn.Hiziv an deiz, tost 5000 oberenn a zo bet ebarzhet er meziant Alexandrie. Aet eo kalz war raok al labour en abeg d’ar gevelerezh lakaet e plas etre Skol-Uhel Ar Vro hag ar Greizenn Dafar Sevenadurel Keltiek. Diazezet eo bet ar genlabour-se war un eskemm, hini ul levr gant ar Skol-Uhel evit ur fichenn deskrivañ savet gant ar C’HDSK. Gounezet ez eus bet ur bochad amzer evel-se. Maripol Gouret, mirourez war ar glad e Sant Nazer ha kadoriadez KDSK he deus graet war dro stummadur Mélanie Peron, levraouegerez e SUAV. Desket eo bet dezhi mestroniañ meziant Alexandrie, ober warr dro ar c’hatalogouriezh, renkañ an danvez resevet (lakaat siell SUAV war al levrioù, ar c’hazetennoù...), gwareziñ an dielloù (naetaat ha kreñvaat goloioù al levrioù), implijout nomenklatura DEWEY doareet evit an danvez keltiek ha yezh an teuliaouiñ (Dewey, Thésaurus).

Met chom a ra al labour pennañ war ar stern : goloiñ al levrioù. 1000 levr a zo bet gwarezet dija, met chom a ra 4000 d’ober c'hoazh. Gant-se hepken e chomo an teulioù en ur stad vat hag e ratre. Hir hag arabadus eo al labour-mañ ha goulenn a raio sikour skipailh ar skol-uhel hag hini an izili ivez. Chom a ra c’hoazh da ebarzhiañ tezennoù, kazetennoù mareadek, CD-Rom, CD ha VHS.

Kevelloù savet

Aet eo war raok labour prientiñ teuliaoueg SUAV e 2005 en abeg d’ar c’hevelloù a zo bet savet ar bloaz tremenet :

  • gant KDSK, evit […]
  • gant tiez-embann pennañ Breizh. Asantet o deus kas deomp ur skouerenn eus pep levr embannet ganto, gouestlet da Vreizh pe da broioù keltiek.

Mat e vefe, adal bremañ, ledanaat ar c’hevell-se d’an holl : Pep hinienn a fell dezhañ ober un donezon da deuliaoueg ar Skol-Uhel a c’hell en ober. Resevet ez eus bet dija 'giz-se donezon un emsaver sevenadurel breizhek meur.

Arrebeuri an Teuliaoueg

arrebeuri a-vremañ ha doareet da greizenn nevez SUAV a zo bet choazet. Digoret e vo ar greizenn er mizioù o tont gant ur gouel arbennik !

 

ar greizenn goullo
staliadur an arrebeuri
an arrebeuri nevez
korn ar c'hazetennoù