|
Fundamentals on BrittanyUr c'hevelladurezh strizh a zo bet savet etre kevredigezh “Intégration Kreiz Breizh“, renet gant an itron Marilyn Le Moign hag Skol-Uhel Ar Vro a-benn sevel ur roll prezegennoù kelaouiñ/poblekaat perzhioù diazez ar sevenadur hag hevelebiezh Breizh, anvet : The fundamentals on Brittany.
Al liammoù douaroniel, istorel ha sevenadurel strizh a zo gant lodenn geltiek Inizi Breizhveur a ouzhpenn pouezh d'hon raktres. Aozet e vo an devezioù-se d’ar merc’her 18 a viz genver, 15 a viz c’hwevrer, 26 a viz ebrel, 4 a viz here ha 15 a viz du adalek 3 e abardaez e sal gouelioù Gwareg (Aodoù an Arvor). | |||||||||||||||||||||||||