Diazezet eo Geriadur ar Fizik war al labourioù renet
abaoe pemont vloaz, dreist holl :
- kentelioù Strollad an Deskadurezh Eil Derez (S.A.D.E.D.), skol
dre lizher a arc'hwelas etre 1962 ha 1974,
- ar studiadennoù niverus embannet er steudad Lavar abaoe 1966,
- al levrioù deuet e gouloù goude 1995 evel Geriadur
ar Jedoniezh, Geriadur ar Stlenneg pe diembann evel Geriadur
ar Vezekniezh,
- an trevell gwastadour sevenet gant ar gelaouenn etrevroadel KIANT
etre ar bloavezhioù 1996 ha 1999, o tiskouez barregezhioù
ar brezhoneg war dachennoù liesseurt ar ouezoniezh kempred.
Korvo hon eus gounezet ivez gant oberennoù kevatal alamanek,
gallek, iwerzhonek, kembraek ha saoznek.
Heuliet hon eus patrom Geriadur ar Jedoniezh, eleze ne roomp
ket despizadur an termenoù : gwell eo bet ganimp degas skouerioù
er rann Brezhoneg-Galleg war-benn kinnig an hanc'herioù en o
c'hemperzh : dav oa talañ da gentañ penn ouzh an ezhommoù
mallusañ. Diwezhatoc'h, pa vo lusket da vat an deskerezh dre
ar brezhoneg, e vo poent a-walc'h soñjal en ur geriadur klokoc'h.
Evel m'emañ, Geriadur ar Fizik a ginnig peadra da vastañ
da ezhommoù ovont adalek al live izelañ betek ar Skol
veur hag ar skolioù ijinourion.