Degemer
Skol-Uhel Ar Vro
Ar Burev eskemm Etrekeltiek
Ar c'hevrennoł
Urzh an Erminig
Embannadennoł
Diskouezadegoł
Liammoł
Skrivit deomp !

Ar Burev eskemm Etrekeltiek hag Etrebroadel

 

Bez’ ez eo unan eus raktresoł pennań SUAV, a zlefe bezań roet lańs dezhań a-benn nebeut


-  Ar burev eskemm-mań zo da gentań-penn  :


-  ur greizenn danvez evit Breizh diwar-benn ar gevelerien diavaez (istor an darempredoł, teuliadur liesyezhek, media, kazetennoł, kenrouedad, an darempredoł gant an dud hag ar gazetennerien) hag evit ar gevelerien diavaez, diwar-benn Breizh.


-  ur greizenn eskemm (karned chomlec’hioł ar gendivezerien a bouez : tud, ensavadurioł, kevredigezhioł). Reiń skoazell d’ober an difraeoł evit skoulmań darempredoł, gevelliń kerioł, krouiń strolladoł kevelerien hag d’ober eskemmoł sevenadurel hag armerzhel hag eskemmoł etre ar skolioł.


- ur greizenn emlusk (aesaat da vat an darempredoł : klask war-lerc’h danvez kevelerien, arsellva an ezhommoł eskemm).

 

Ar burev, forzh penaos, a vo ul lec’h treuzkas hag eskemm etre ar c’houlennerien diabarzh ha diavaez, un benveg gwevn hag aes d’ober gantań da gaout titouroł, danvez hag emlusk, war an holl dachennoł a denn d’ar sevenadur, d’an armerzh, d’an deskadurezh ha d’an touristerezh zoken. Ar burev a dalvezo war un dro da lec’h eskemm etre ar gennadoł liesseurt ha da lec’h evit kas da benn buanoc’h an oberoł war-du an broioł keltiek hag ar bed a-bezh, en ur genlabourat gant an holl obererien (kevredigezhioł gevelliń, kevredigezhioł an diaspora h.a.)


-  Fiziet e vo ar mont en-dro anezhań en ur poellgor lomań a vo dileuriet ennań an holl dachennoł ma vez kaset obererezh Breizh war-raok war-du ar bed a-bezh hag ar broioł keltiek all : a-raok pep tra e ranker kas da benn ul labour bras, da lavaret eo renabliń an oberererien hag o derc’houezusted (SUAV, Kuzul Sevenadurel Breizh, Kendalc’h Keltiek Etrebroadel, dilennidi ar C’huzul-rannvro hag ar strollegezhioł, ar c’hevredigezhioł a bled gant ar beajoł evit deskiń yezh pe yezh pe evit ober sport, bed ar sevenadur, ar c’hazetennerezh hag ar c’hehenterezh, bed ar c’helenn, ar c’hluboł aferioł, an dud perzhek…) Tu a vo da reiń lańs d’ar burev gant tuta ur c’hargad a gefridi barrek (war ar yezhoł peurgetket). Hemań en do da sevel ur rakdanevell evit gouzout ha tu a vo da gas da benn oberoł ; kinnig a raio ivez un deiziadur. Ur skoaziadenn arc’hant a vo goulennet digant ar C’huzul-rannvro evit enfredań anezhań.


-  Pelec’h e vo diazezet ? : an Oriant, war a seblant, a c’hallfe bezań dibabet e-touez kźrioł niverus all eus Breizh dre ma kinnig meur a splet pe perzhioł mat : ur savadur diouzh an ezhommoł (salioł prezegenniń, salioł labour, liammoł stlennegel ha telematek) a vefe marc’had-mat da feurmiń, ur gźr aes da dizhout (dre an aer, dre ar mor), ma vez aozet enni obererezhioł etrekeltiek pe/hag etrebroadel hag a zo enni kreizennoł stummań e darempred gant ar broioł keltiek hag ar bed a-bezh.

 

 

 



 

 

Skol-Uhel ar Vro Kastell an Erminig - 6 straed an Nor Bostern - 56000 Gwened
Pgz : 02 97 68 31 10 - Plr : 02 97 68 31 18 Postel : icb.suav@wanadoo.fr