Pa glasker er geriadurioù etimologiezh ar ger gallek
“marmotte” (moregan), e lenner peurliesañ e teu eus un drouzadell. “Marmotte”
eo al loen zo boas da “marmotter”, da lavaret eo grozmolat, soroc'hal...
Ouzhpenn-se e reer Murmeltier eus al loen-se en alamaneg : ger-ha-ger al loen
(Tier) a c'hrozmol (murmeln). Ne vimp ket rekouret gant ar yezhoù all peogwir o
deus amprestet ar ger gallek : marmotta en italianeg, marmota e spagnoleg,
marmot e saozneg.
Ha koulskoude ne c'hrozmol ket ar moreganed,
c'hwitellat ne lavaran ket ! Ne reont ket mmm... mmm... met sssss...
sssss... ! Ha Kebekiz a ra « siffleux » eus al loened-se gant
gwir abeg ! Adstummet fall eo bet ar ger alamanek Murmeltier gant lavar ar
bobl. Dont a ra an anv-se eus an henalamaneg uhel muremunto, eus an hevelep
orin ha murmont e romañcheg ha gerioù all eus ar memes kerentiad e rannyezhoù
alamanek Suis. Eus al latin murem montis (en dro-damall) e teu ar gerioù-se.
E latin e reer mus montis eus al loen dudius-se : logodenn ar menez. Ar memes orin
indezeuropek zo d'al latin mus
(tro-c'henel : muris) ha d'ar saozneg mouse. E latin e reer mons eus ar menez
(tro-c'henel : montis), eleze ar ger gallek « mont ». Evit anavezout
emdroadur un anv latin ez eo dav kemer furm an anv en dro-damall ha lemel an
dibenn-ger (mur-, mont-). Stank-kenañ eo implij ar mus-se : da
skouer, an erminig zo ul logodenn eus Armenia : Mus armenia.